Opens in a new window
Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30
28 June 2026

Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

About

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus « Splann ! »



    A vraserezh an houbl d’ar raktres mediatek: raktresoù diharzh Erik Tegnér ;
    Gwiaderezed an huñvre, ur c’hwepat e bro Dreger.

Dastumet evidoc’h



    Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ;
    Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ;
    Jiboes d’arar veganed ;
    142.500 euro a zleay ur c’hazetenner evit bout testeniet àr boazioù Vincent Bolloré.

Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.



Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.


Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.


📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».


💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.


✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.


👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.


📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !