Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Reuz zo atô en-dro d’ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet ‘zo bet d’an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d’ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ ’zo bet lakaet war-wel penaos ’zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent.
Ur wech all c’hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media breton Splann. Ar gazetennerez Caroline Trouillet a zo ’vont da gontañ deomp deus an afer-mañ.
Un atersadenn gant Anton Burel (Radio Kerne).
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !